Tarzhadenn gambrian

An darzhadenn gambrian (etre 541 ha 530 milion a vloavezhioù zo) a reer eus diwan trumm – e-keñver skeuliad an amzerioù douarouriezh – ar pep brasañ eus ar skourradoù metazoenned[1] a vremañ[2] hag un nebeud re all, aet da get abaoe. Krouiñ a rae ul liesseurtadur bras eus ar c'hevrennadoù hag eus ar spesadoù loened, plant ha bakteri. Skrivagnerien zo[3] a gomz eus ur "big bang" zoologel c'hoarvezet er C'hambrian », a welas anadiñ, e-kerzh un nebeud degadoù milionoù a vloavezhioù, hogos an holl steuñvoù aozadur ar c'horf anavezet hiziv (Annelidae, blotviled, Ekinodermed, C'hordata, ha kement zo.)[4].

Dizoloet e voe an "darzhadenn"-se a-drugarez d'ar c'harrekaennoù miret e chist Burgess e Kanada. El lec'h-se, bet dizoloet e 1909, e oa roudoù eus ur biotop mor puilh ar spesadoù ennañ. Ne voe dielfennet o dilerc'hioù evel ma faot nemet hanter-kant vloaz goude avat.

Ne anavezer ket abegoù an argerzh trumm-se abalamour d'an niver bihan a garrekaennoù. A-raok an darzhadenn gambrian e oa bet un darvoud damheñvel met bihanoc'h : al liesseurtadur ediakarek. A-raok an daou zarvoud-se, ar pep brasañ eus ar bevedegoù a oa eeun ha graet a gelligoù hiniennel a veze bodet a-wezhioù e stumm trevadennoù[5].

  1. Loened lieskelligek
  2. D.Y.C. Wang, Kumar S. B., Hedges, ""Divergence time estimates for the early history of animal phyla and the origin of plants, animals and fungi", Proceedings of the Royal Society of London, Series B, Biological Sciences, levrenn 266, pp. 163-171, 1999
  3. Armand de Ricqlès, "Un “big-bang” zoologique au cambrien ?", La Recherche, miz C'hwevrer 1992, Nnn 240, pp. 224-227.
  4. Pierre-Henri Gouyon, Jacques Arnould, Jean-Pierre Henry, Les avatars du gène. La théorie néodarwinienne de l'évolution, 2014, p. 98.
  5. Guy Narbonne, The Origin and Early Evolution of Animals, Queen's University, 2006

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search